Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —



II


Ar Verc’hez a viras atao an tenzor-se a c’hrassou ; ne d-oa izom ebed da gaout aoun na gollse anezo. Sur oa da veza atao treac’h d’an droug-spered ; ac evelato, e veze bepred var evez, e pellee diouz ar bed, e pede, e ree pinijen. Perac ? Evid discuez scuer d’an oll. Ha me, penaoz e raan evit beza evel outi ? Ac evez a lacaan-me diana da bellaat diouz ar re am lacafe da bec’hi ? Pa ne raan nemeur a binijen, ha diouall a raan diana, evit beza un nebeud bennac evel ouz Mari, ha diouall a raan ouz an dibri ac an eva re ? Pa ne garan ar baourentez eveldi, na beza va-unan eb compagnunez, ha