Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —

senti, bepred e Doue, ac er vall d’e velet, leun a fizians vad, c’hoanted da lacaat an oll e gras Doue : an oll vertuziou-ze, ha dreist peb tra ar garantez, rouanez ar vertuziou, a oa e calon Mari evel var o zrôn, evit para ac’hano var an oll. Ne ree netra na vize ervez Doue. Evelse oa caer e ene, ken caer, ma oa un dudi gant an Elez pa velent kement a c’hened ac a gaerentez. O va ene, pebez joa e defe rouanez an eneou kement a c’hrassou, ur gurunenn ken caer en Ee ! O ! Mari, grit d’in ive caout un dra bennac eus ar pez a ro deoc’h kement a c’hened en Ee, m’eo un dudi gant an Elez beza dirazoc’h ! Pa z-oun ho crouadur, grit d’in caout un eveledigez bennac ganeoc’h.