Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —
c’hez, ervez santez Berc’het, a fermaaz ar gristenien genta er feiz, ac a lacaas da drei var al lezenn gristen eleiz a Iuzevien ac a baïanet, ac evit se eo e oe dalc’hed gant Doue pellic var an douar, goude ma oa saved e Mab en Ee.
MIDITA
Mari scuer an oll
I
Sonjit er-vad : an oll vertuziou a gaeraas ene ar Verc’hez. Ne vanke tro ebed da ober actou a zantelez. Pebez tenzor a vadou an ene e calon Mari ! Ar feiz da gredi comzou Doue, ar joa ouz ar baourentez, un ene pur atao, ur spered humbl, modered ha fur e peb tra, joauz o