Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

maouc’h. Ar Verc’hez a oa a-galon atao gant Doue ; ha me ken digalon en e zervich ! Mar grafen evita ar pez a raan evit ar bed ac an droug-spered ! O ! Mari, c’hui vel va laoskentez e kever Doue ; grit m’am bezo lod ive eus ar garantez ac ar galon vad a lekeac’h en oc’h oberou, ac a roe buez da gement vad a reac’h.

Evit ober mad kement oc’h euz da ober, sellit en ho coustians da velet pegen dissevel ouc’h diouz ar Verc’hez en oc’h oberou. Mar d-ouc’h atao digalon enno, dizonj tre eus a Zoue, neuze emaouc’h pell diouz Mari, voall-disevel diouti.