Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

aneza. Sant Ceseer en doe ar maro evit ar feiz, ha setu e vignon lezed iviziken en e roll, nicun da intourdia aneza. Evelato, pedennou ac aliou mad ar merzer santel, ne d-asont ket da goll. Mignon sant Ceseer a zalc’has mad da ur bedennic bennac. Pa oe var e dremenvan, an erevent a rodas en dro d’e vele, ha rag-tall ma velsont aneza maro, e lammsont var e ene, mall ganto sailla varna, evit e gass ganto var ëun d’an ifern. Ker buan, an Ee o tigeri, ac ar merzer santel, Ceseer, var e zaoulin dirag tron an Drindet, o pedi ma vise lakeed ene e vignon paour e tro da veza saveteed, dre vertuz miritou braz rouanez an Elez. — Purgator deza, n’euz fors pegeit, purgator deza ; mes gras ha pardon diouz an ifern ! Ac ker buan, ar Verc’hez ive var e daoulin, da c’houlenn ma vise