Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

silaoued ouz pedenn an ini en doa roed e c’hoad ac e vuez evit Jesus-Christ. Silaoued e oe ; ac ene an den maro da gaout e gorf da lacaat buez enna abars ma vise lakeed en douar. Ar re a oa var al leac’h a venne mervel gant ar spont. Ar pec’heur eil-beved a c’houlennas, buan ha buan, coves, a reas covesion jeneral, ac e c’hallit crede stard e covesaas mad, e reas c’houec ac caloned e act a gontrision, o tont divar dreuzou dor an ifern. Goude beza bet an absolven ac greet ar pez a dlie, e tremenas, o lacaat e fizians e trugarez an Aotrou Doue, ac ez eas d’ar purgator da baea ar pez a dlie evit e bec’hejou, da c’hortoz mont d’an Ee. Ar seurt burzudou ne veler nemeur ; mes c’hui, petra livirit eus galloud ar Verc’hez, a zigass eus a varo da veo. (P. Binet.)