Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

diouz-tu, eb mont tam ebod var vellaat.

Diouallit na ve bet fall ho covessionou tremened, bet treac’h ar vez deoc’h ; n’ho pe covesseed eb keuz ebed, na bolontez da vellaat. Mar d-euz izom, grit ur govession a-benn a-nevez, eus ho pec’hejou, ur govession jeneral.


Ur mignon da sant Ceseer


Sant Ceseer en doa, e Rom, ur mignon pe anaoudeg voall-disevel, siouaz ! diouta. Den mad ervez ar bed, maniel vrao a zen, un doare deread da velet, mes dizantel braz en e vuez. Sant Ceseer en doa cass ouz e vuez fall ; ac evelato, en doa joa outa a-ent-all, en e galon ; ha ne eane o lavaret e vad deza, o kelenn