Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

perz en e joa, ha dalc’hit sonj mad, n’euz ent ebed d’ar baradoz nemet ent ar groaz ; mes ive, poaniou ar vuez-ma ne d-int netra e scoaz ar c’hloar a velimp goude.


III


Ur c’hrouadur da Vari a c’hell ive ober joa d’e Vam, ur joa evel ouz ar joa e doe, pa velas Jesus beo adarre ; ia, mar car coves mad, gant guir glac’har d’e bec’hejou, evit sevel beo a-nevez eus ar stad a bec’hed, a zo stuz ar maro. Eleiz, siouaz ! ne reont nemet ar van da zevel. Pere int ? Ar re ne govessaont ket mad, ar re ne govessaont nemet en desped dezo ac evit douja d’an dud, eb keuz ebed en o c’halon, ac a gouez adarre