Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —



II


Mari a velas, araog den all ebed, Jesus beo adarre. Sonjit e velit dirazoc’h corf Jesus, a oa evel eûz e velet gant e c’houliou, ac a zo deuet brema caer, un dudi e velet en e c’hloar. Pebez sench ! C’hoant oc’h euz e ve ho corf caer dudiuz ive da velet er c’hloar, evel ma eo corf Jesus ? Grit ma vezo, a vrema, evel ouz corf Jesus, o rei poan deza. Guelit an Elez, un arme vraz anezo, guelit an dud santel maro araog ma oa deuet or Zalver ac a oa el limbou o c’hortoz aneza da zont, guelit an dud vad-se, un arme vraz anezo ive, en dro da Jesus o Roue. Caera triomf ! pebez joa da Vari brema, goude kement a ran galon ! Kemerit