Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

goullo. Jesus en em zizcuezas e-unan ive, dirac e ziskibien, en eur rei dezo da anaout pegen cre oa e garantez en o andred. Bemdez c’hoas en em ziscuez avoalc’h evit ober d’an dud beva guelloc’h, o lacaat tud santel da ziscuez ar mad d’ar re all evit o c’hass varzu an Ee. Lacaat a ra ive Elez-mad da gass an dud ëun ha difazi varzu ar Baradoz ; ac e-unan e tigass ive sonjou mad er spered, evit ober d’an dud tanva joaiou an Ee. Bete vrema, penaoz oc’h euz silaoued an aliou fur, oc’h Eal-mad, ac ar zonjou a deue deoc’h eus an Ee ? O va Jesus, grit ma lacaïmp iviziken da dalvezout ar grassou a roit deomp, evit mont ganeoc’h d’ar c’hloar.