Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —
Pedit Jesus, ma lacaï ennoc’h, divar e groaz, calonou bugale dener, e kever Mari, evel ma lacaas e sant Iann. Pedit Mari da veza deoc’h ur Vam dener, evit na vezo ket colled evidoc’h e foaniou ac goad e Mab scuilled evit an oll. Discuezit e fell deoc’h e c’hemeret evel ho mam, o telc’her mad da enori anezi.
Santez Mectild
Ur veich santez Mectild a oe menned da c’houlenn digant Jesus-Christ ar c’hras a oe roed da sant Iann pa glevas Jesus, divar e Groas, o lacaat ar Verc’hez da Vam deza. Jesus a zilaouas ouz pedenn Mectild, a lavaras d’ar Verc’hez caout sousi eus Mectild e merc’h, ec’his pa lavarse : Setu aze Mectild, ho merc’h. Mec-