Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



III


Sant Iann a oe e kever Mari ar pez ma tle beza ur mab carantezus e kever ar vella mam ; a zente outi, a zerviche anezi, mall atao ganta discuez dezi e resped ac e garantez, ac e c’houlenne cuzul diganti, pa vize un dra bennac o tieza e spered. C’hui penaoz e rit e kever ar vam vad-se ? Lavarit dezi : Monstra te esse matrem. Discuezit ez ôc’h va mam, ac e devezo tro da lavaret deoc’h : Discuezit ez ôc’h va mab. — Silaouit petra a lavar deoc’h, eus kichen ar groaz : Servate mihi puerum, emezi : Na roit ket ar maro d’am Mab, o crucifia aneza c’hoas dre ar pec’hed : nep er graï ne vezo mui e renc va bugale.