Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

en andred ar Gristenien, n’euz den var an douar evit e c’hompren : ac mar d-eo guir a leverer, o d-eus ar mamou muioc’h a garantez ouz ar vugale o d-euz cousted ar muia poan dezo d’o lacaat er bed, da vam ebed ne goustas kement a boan lacaat crouadur er bed, evel ma coustas da Vari, e-harz ar groaz, beza lakeat da vam d’ar Gristenien… A ! e peleac’h e vizen-me brema, anez ma e deuz va dioualled ? Eb mar, e flammou an Ifern. — Sant Iann a oe choazed, dreist an Ebestel all, evit beza gant ar Verc’hez. Abalamour ma oa pur ha guerc’h e-unan, ac abalamour ma oa choumed e-harz ar groaz. Bezit pur evelda, sonjit aliez e poaniou Jesus-Christ e doare pa vizec’h e-harz ar groaz, ac e vezoc’h ive bugale da Vari.