Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/174

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

tild, leun a joa, a bedas Jesus da ôtrei ar memes gras ha trugarez d’ar re e goulennse, ac hon Zalver a lavaras dezi e rose d’ar re e goulennse a vir galon. P’eo Jesus ken mad e kever a re a bed aneza evel ma ree santez Mectild, pedomp-en da rei da glevet deomp, e goeled on c’halon, ez eo ar Verc’hez or Mam, ha silaoum-e da lavaret deomp, divar e groaz, en eur discuez ar Verc’hez : Setu aze ho Mam. Silaouomp ive Jesus, lacaomp or spered evel da zilaou aneza o lavaret d’ar Verc’hez, en eur discuez ac’hanom-ni dezi : Setu aze ho pugale, setu aze ho mab. Ecce filius tuus.


————