Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

bedenn ebed var ar re a ziscueze kement a zroug ouz e Mab. Ar Verc’hez eno, eme sant Bernard, ne reas netra, na vize da lacaat e meuli…, ac a ofras, meur a vech, eme sant Efreen, poaniou Jesus e Mab evit prena an dud da vont d’ar Baradoz.


MIDITA


Ar Verc’hez Mam d’ar Gristenien


I


Jesus ne d-eo falvezed ganta savetei ac’hanomp var ar groaz, nemet e Vam var al leac’h ; evit ma vize evel Eil-Redemptorez an dud, ac on alvocadez en Ee. E-leal, Mari, en e zà e-harz ar groas, a reas calz eus e zu evit savetei an dud, en eur ofri, da Zoue an Tad, maro e Mab, o