Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

pedi ma vize kemered e c’hoad scuilled, ac e varo var ar groaz, da baea ar pez a oa dleed evit pec’hejou an dud, ac o caout lod e poaniou e Mab ker, pa zante anezo enni e-unan, evel pa vize great dezi ar pez a reat deza ; ha muioc’h c’hoas a boan e d-oa, o velet petra reat da Jesus, eget ma vize bet great dezi e-unan, dre ma care aneza muioc’h eget n’en em gare e-unan. Mes, e brassa anken oa, pa vele ne dennse cals eus an dud, couls lavaret vad ebed eus a boaniou e Mab, ac e vize atao pec’hejou var an douar ! Evit consoli Mari, na bec’hit mui, ac goulennit stard ar c’hras ne vezo ket colled evidoc’h, goad Jesus ar Redemptor, ha poaniou Mari, an Eil-Redemptorez.