Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

evit lavaret an druez ac ar boan a zantas neuze en e c’halon. Jesus, eus a c’horre ar groaz, a izelaas e zaoulagad var e Vam, ac o tiscuez dezi e ziskib muia-cared, sant Iann, e lavaras deza, — o tiscuez ar Verc’hez : Setu aze ho mam.

Ervez sant Anselm, ar Verc’hez a oe ken mad ac ken caer var ar C’halvar, ma reas eno, d’an oll Verc’hed, ar brassa enor a zo bet great ac a oufe beza great dezo diouz rum. An diskibien a guitaas o mestr, Mari n’en c’huitaas ket ; an diskibien a dec’has, kement a aoun o d-oa. Mari a zalc’has mad, eb discuez aoun ebed. Chom a reas, eb mancout a galon, en e zav, e traon ar groaz, ac e tiscuezas, e creiz calz a boaniou, calz a nerz ouz ar boan. Clem c’huero, ebed, na guall-