Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

Peton, a oa e Tromilin, ac eno e couezas an archerien varno. Comz a reer aneza en ul levr braz, Dictionnêr Feller ; var scridou an aotrou Guillon, eus a Lyon, Buez Merzerien ar feiz epad ar Revolution vraz, moulled e Paris er bloaz 1821, etc. E relegou a zo e bered Lesneven. Evit ar mod scriva brezonec, el levric-ma, ez euz kemered scuer, evit an darn vuia eus ar geriou, divar daou levr brezonec bet deza, moullet unan anezo er bloaz 1721. E gompaignon merzer a oa diouz costez Porspoder (?).


————


NAONTECVET DERVEZ


————
Mari e traon ar Groaz


Mari, var barr menez Calvar, a velas e Mab ouz ar groaz, etre daou dorfetour. Mantred e c’halon, e lacaas e daoulagad var e Mab ouz ar groaz, ac e redas an daelou anezo evel eus diou feunten. N’euz den