Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —
O ! ha me zo ingrat, ha me zo criz ha digalon, pa chouman didruez dirag un arvest ken esclamuz ! O ! Mari, ho bezit truez ouzin. Lacaït da zivera em c’halon, ur berad bennac eus ar mor c’huero-ze a veuzas ho calon. Grit ma truezin ganeoc’h da Jesus en e bassion, grit ma talc’hin mad deza eveldoc’h, ma choumin tost d’ar groaz, ma sonjin aliez e poaniou Jesus. Evit e gonsoli, abalamour deza me raï vad d’an dud paour, d’ar vinoret, d’an intanvezet, d’ar re no deuz-mui nemet poan a displizadur var an douar.
III
Pebez calonad all da Vari, pa erruas var menez Calvar ! Jesus a velas o plega dindan e groas pounner.