Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

Jesus a reas ive ur zell ouz e vam muia cared, dare da vancout gant e glac’har. Mari a glevas an taoliou morzel, ha peb taol a scoe en e c’halon. Ar garantez eo a roe nerz dezi da erzel ouz ar seurt poaniou. A ! mar ho pize guir garantez ouz Jesus, ne gavfec’h na re ir, na re ziez ent ar groaz. Silaouit Jesus : — An nep en deuz c’hoant da zont var va lerc’h-me, emeza, kemeret e groaz ha bale d’am heul. It d’e heul, var Ent ar groaz, ha Mari a gompezo an hent deoc’h.

Goulennit digant ar Verc’hez ar c’hras da gaout sonj aliez eus a Jesus marved evidomp var ar groaz. Pa varvas, an eol a guzas, ar vein a rannas ;… n’euz nemet an dud ha ne reont van ebed eus a Jesus o vervel, ha ne varv nemet evito.