Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

pren pegeit ez ee e c’harantez ouz Jesus, n’euz den ebed ken nebeud evit compren pegeit ez eas e glac’har. Lacaït ho calon evel da zantout poaniou ar Verc’hez, o pedi anezi da rei deoc’h lod en e glac’har.


II


Sonjit ive er beac’h a zantas Mari var e c’halon, pa velas ne zave den ebed en un tu gant Jesus. Peleac’h edo ar re en doa bet pareed ? Ac e Ebestel, pevarzu oant eat ? An deiz araog, da noz, en d-oa o maged gant e gorf sacr, er Zacramant. Da be leac’h oant eat ? Judas en doa e verzed, Per en d-oa e nac’hed, ac ar re-all a oa eat peb ini en he roud, ha lezed o Mestr carantezus. O ! Mari ! Ia, oc’h anken a oe braz evel ar mor.