Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —



MIDITA


Beza devod d’ar Bassion


I


Sonjit e glac’har ar Verc’hez, pa en em gavas e kear Jerusalem, sonjit an disprizerez mezuz, en dismegans, er bafouerez a oe great deza e ti Annas, e ti Caïphas, e ti Pilat, e ti Herodez ; er javedadou a oe roed deza, en tufa a oe great en e vizach, en taoliou fouet a zispennas e gorf sacr, er gurunen spern a oe lekeat deza var e benn, ac er zetans a varnas aneza da vont d’ar maro. Maria anavezas e-unan, an oll vafouerez-se, ac a velas ul lodenn anezo. Piou a gompreno ar galonad glac’har e doe ! Evel n’euz den ebed evit com-