Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/157

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

z-ee, e Jerusalem, en eur vont varzu menez Calvar, Mari ne glevas nemet ar c’hri-fors, an huerez ac ar mallozou var Jesus. Da Vener oa. O pebez anken a zantas neuze en e c’halon ! Pa c’hanas Jesus, Mari e doe ar c’hras ne zantas poan ebed evel ar mammou all ; mes, pa z-eas d’ar maro, mam Jesus a zantas poaniou, ne oufe mam ebed santout brassoc’h poaniou. Mari a zantas en e c’halon an tachou a oe sanked e corf Jesus : santout zoken oll boaniou e Mab, evel pa vize great dezi e-unan ar pez a reat deza. Neuze, evel m’en doa lavared Simeon, eo ez eas ar c’hleze a-dreuz e c’halon. Evelse, eme an Tadou Santel, Mari a zo bet merzerez ac ouzpenn merzerez.