Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

da zispartia diouzoc’h, da guitaat ac’hanoc’h!

Goulennit ar c’hras da voela d’ho pec’hejou, gant ur guir glac’har, ha diouallit na ve re stag ho calon ous ho tud, pe ouz unan all bennac eus crouadurien Jesus.


Ar breur Mari Euzèb


Ar breur Mari Euzèb, studied caër, cared gant e dud, couls ac gant an oll, a oa e tro da ober ur fortun gaer er bed. Euzèb Manuel oa e ano. E zousder, e vaniel vrao, e furnez a ree m’oa deuet mad e peb leac’h ; mes, Euzèb a oa distag e galon diouz an douar, a lavaras adie d’ar re er c’hare kement, ha mont diouz ar bed da gouent Latrâp, en aviz biza ëunoc’h ha surroc’h, d’ar