Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

Baradoz. Evit ac’hano, n’oa ket eus ar re greva en e iec’hed. Evelse, ne oe ket pell eno, na glanvas, ac eb dale ez eas toc’hor, fall braz ; ac atao dous ac carantezuz, e comze brao ouz an oll. — N’oun ket deuet ama, emeza, da glasc ar iec’hed, na netra eus kement a dremen buan. — Er bloaz 1846 eo maro an den euruz-se, ken distag diouz ar bed-ma. Var e dremenvan e lavaras, en eur zellet joauz etrezeac an Ee : — A ! setu ii o tont. — Pere ? eme unan eus ar re a oa var e dro. — An Elez, emeza. — Penaoz emaïnt-ii, eme egile ? — O cana, eme Euzèb. — Ac ar Verc’hez ? eme an Tad Abbad. — A ! eme an ini clanv, ar Verc’hez n’emai ket. — Ac en mont trist. Ur pennadic goude, e laouenaas, e kemeras un ear joauz. — O ! setu i o tont ive, emeza : Ave Maria, Salud deoc’h,