Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —



III


Sonjit er galonad e doe Mari, pa velas Jesus o pellaat. E-unan e rancas mont ive var e lerc’h da Jerusalem, pa glevas edo etre daouarn ar Iuzevien. Cared e devize mervel en e leac’h. Beza eb Jesus, dezi, a oa evel beza maro. O ! pebez ran-galon a dlefe eta caout an ini a laca Jesus da bellaat diouta. Mar cave Mari coulz ha guell beza maro eget beza eb Jesus, pegen trist eo da un den beza eb gras Doue ! stad a bec’hed, eneb Jesus ! O ! Mari ! me zo bet penn-caoz ive eus ho poaniou, penn-caoz ma oe dispartied ar Mab diouz ar Vam, o veza va-unan dispartied diouz Doue pa gouezen er pec’hed. O Jesus ! O Mari, n’am lizt ken