Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

o d-euz droug outa d’ar maro. Peleac’h e erruo, en difin, o vont gant an ent en d-euz kemered ? Var menez Calvar, ac eno, evit senti ouz Doue an Tad, e scuillo e c’hoad ac e varvo ouz ur groaz, evit ar pec’hejou. Ama ive, kemeromp scuer var buez ar Verc’hez. En ho poaniou, na bellaït ket diouz Jesus : grit evel Mari, a ieas, en desped d’e glac’har, da heul Jesus, ac e spered a oe atao ganta, e creiz e brassa anken. Jesus a guitaas e Vam, evit mont d’ar maro evidoc’h. Ma ne d-ôc’h ket evit distaga ho calon diouz ar grouadurien, evit beza da Jesus, ez ôc’h eta ingrat en andred Jesus, a guitaas e Vam benniged evidoc’h. Ia, va Doue, adie d’am zud, adie da bep tra pa vezo ho polontez, gant ma vezin atao ganeoc’h ha c’hui ganeen !