Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

sujas gant nerz da volontez Doue an Tad, ac e ofras deza a-galon e Mab evidomp. Joa oa ganti e vizem-ni saveteed divar goust buez e Mab. Ha me, crouadur da Vari, pegen buan oun da laoskel clemou c’huero pa stourm un dra bennac ouzin ! Mari, deskit deomp dioueret peb tra, ac on tud, eb re a glemmou, pa deui Doue da c’houlenn kement-se diganeomp !


II


Sonjit evel pa velfec’h Jesus o pellaat, goude beza lavared ken na vezo d’e Vam, goude ma o doa great o c’himmiadou etrezo. Diouz piou e pella Jesus ? Diouz an ini a gar en e galon c’hoas muioc’h eget an oll grouadurien all. Pevarzu ez â diouz e Vam ? Da gaout ar Iuzevien,