Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



MIDITA


Lezer oll evit beza gant Doue


I


Lacaït ho spered da zonjal e velit Jesus o kimmiada ouz ar Verc’hez. Pegen teneruz e vize e glevet o lavaret dezi oa deut an eur deza da vont d’ar maro var ar groaz, evit savetei ar bed. Gant pebez resped e c’houlennas, evel un den all o comz ouz e vam, conjez diganti da vont d’ar maro evidomp ! Calon ar Vam dener-se a oe evel e creiz ur mor c’huero. An anken a dreuzas ar galon-se, evel ur c’hleze, o sonjal e poaniou e Mab, pell a-raog ma z-eas d’ar maro ; ha pa velas an eur o tostaat e veuzas en e glac’har. Evelato e