Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

rac gouzout a ree edo Jesus o vont da goueza etre daouarn ar Iuzevien, evit beza bourreved ganto, gouzav ar poaniou scrijusa da zonjal, ha mervel ouz ur groaz evel un torfetour. Eb mar ebed, ar Verc’hez meuled ra vezo a choumas var zao epad an nosvez-se, beuzed en e daelou, ac atao var c’hed da glevet ur guall-kelou bennac divarbenn e Mab. Pa grogas ar Iuzevien enna er Jardin Olivet, e teuas unan da Vetanii, marteze unan bennac eus an Ebestel, digassed da lavaret d’ar Verc’hez oa traïsset Jesus gant Iudas, ac ereed gant ar Iuzevien, evit beza stlejed, treïned da gaout ar barneurien. Pa glevas ar Verc’hez ar c’helou-ze, e rannas c’hoas e c’halon, ac ez eas da Jerusalem, an teir Mari all ganti.