Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/148

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

Mam Doue e deuz va zenned eus ar Purgator, eleac’h ma visen choumed pell ac hir, da leski en tan, anez ho trugarez da bardouni.


————



AR ZEITECVET DERVEZ


————


Jesus o kimmiada ouz Mari


On Zalver a oa en ur vourc’h a reat Betanii anezi, un anter-eur vad a vale diouz Jerusalem. Sant Bonavantur a laca edo e ti Marta ha Madalen, ac ar Verc’hez eno ive ganto d’ar mare-ze. D’ar iaou, e cassas Per ha Iann da brepar ar Pasc, ha pa oe an eur da vont da Jerusalem, Jesus a lavaras adie d’e Vam muia-cared. Mari a venne ranna e c’halon,