Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —



Un ene dilivred


Ur vam binvidig ne d’oa nemet ur mab, a ree e oll joa var an douar. Ar mab-se a en em gavas gant ur muntreur, ac a oe lazed. Ar vam a rannas e c’halon. Ar muntreur, eb gouzout peleac’h ez ee, a zigouesas e ti mam an ini en doa lazed. Ar vam geaz a deuas en e spered ar zonj eus ar Verc’hez o pardoni bourrevien e Mab ; ac en aviz caout un eveledigez bennac gant Mam Jesus, e roas d’el lazeur ar pez a oa red evit mont en e roud, ha pellaat eus ar vro. An den lazed a deuas goude-ze eus ar bed all a-vel dirag e vam, ac a lavaras dezi : Va mam, en eskem evit ar pez a zo dleed deoc’h, evit ar vad oc’h eus greet d’ar muntreur-se,