Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —
cassit ann amzer a choum ganeoc’h goude entent ouz ho tiegez ? N’euz mare ebed en ho puez na ve bet roed deoc’h gant Doue evit sonjal en e zervich ac e silvidigez oc’h ene. Ar c’housket ac ar pez a rit evit ar vuez-ma, a gass ganto ar braz eus oc’h amzer. Dleed e ve trei ann oll draou-ze varzu Doue, o lacaat ar spered da veza, e peb labour, a-benn caer o clasc ober bolontez Doue. Netra justoc’h. Dleed e ve implija evit an ene an amzer ma vezer dibreder avoalc’h, o vidita, pe o lenn. Pa daoler en tan ul levr fall, e sao ar flam varzu en Ee da ober joa d’an Elez.
II
Mari intanvez, ne d-ee nemeur etouez an dud ; e-unan-caer e care