Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/143

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

ober peb seurfc vad dezo. Mar tigouezse gant e Mab Jesus dont ur vech bennac d’e zi, e Ebestel ganta, e tiscueze ur joa vraz, dreist kement joa zo var an douar.


MIDITA


Peb tra evit Doue. Pardoni


I


Mari, intanvez, a en em gonsacras da Zoue gant mui-ouz-vui c’hoas a garantez. Ne roe da zeveriou e zi nemet just an amzer red, ac en deveriou-ze a ree atao gant ur spered ha ne glaske nemet gras vad an Aotrou Doue ac carantez Jesus-Christ. An amzer a choume ganti goude, a vize lekeat da zonjal e Doue ac en e vadelezou. Penaoz e