beza. Ken modest ac ken santel oa an ear anezi, ar guel anezi, ma oa avoalc’h e guelet, evit carout mui-ouz-vui ar chastete, vertuz an Elez. Me, piou a zerempredan ? Ouz pez seurt tud e comzan muia ? Var betra e vez ar gaoz etrezomp ? O ! me zo dievez ! Mari, sur da veza atao e gras Doue, eb seurt guall-zantimant ebed, a dec’he evelato diouz kement a denne d’ar pec’hed : ha me, un den ken zempl, ken fall da arpa ouz an droug sonjou, a ia, eb sellet gant piou, a zell ouz kement a gouez dindan va daoulagad, a zilaou lavar, eb aoun, peb seurt comzou ! Lavared e ve, e clascan penn an ent da vont var-ëun da goll. Mari, Rouanez ar bed, a oa carantezuz ouz an oll, braz ha bian, en e doare, en e c’homzou : ha me en em laca dreist ar re all, prest atao da respount
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/145
Neuz