Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —


Da biou, goude Doue, oa dleour Ferdinand eus kement a garantez christen ? An oll en lavar : d’e bried mad Mari-Cristina. Ferdinand, den fur, ne zimezas dezi nemet var ar brud eus e zantelez, ac unan eus e joiaou brema, er Baradoz, a zo, eb mar ebed, da veza bet pried da ur Zantez. Aned eo, buez santel Mari-Cristina a dôlas calz var buez e fried. Ur gaërentez oa gvelet an daou bried nobl o vont var droad, dre ruiou Nabl, kever-e-kever, o vont da "gommunia en un iliz da urz sant Francez, evit gonid an induljansou braz. Mari-Cristina a zo maro evel ma varv ar zent, an 31 a C’henver 1836. Ano a zo d’e c’hanoniza. Ouzpen daou c’hant lizer a zo bet scrived gant tud a skiant, Cardinalet, Eskeb, ha tud all, divarben e buez ac e miraclou, en aviz pedi on