Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

Tad-Santel ar Pab d’e lacaat var roll ar zent. Eurussa daou bried ! Eurussa daou bried!


————


AR C’HUEZECVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez e renc an intanvezet


Pa varvas sant Josef, ar Verc’hez a rancas entent muioc’h c’hoas ouz peb tra en e zi. Deveriou an ene, ar pedennou, ac labourou an ti, o d-oa, peb re anezo, ur mare merked ; ac evelse e oll deveriou a gave o renc ac o zro, eb ma teuse unan eus an deveriou-ze da zirenca un all. Ar penn kenta eus an deiz a oa da zonjal e traou an Ee. Da bardaez e lenne ar Scritur Sacr. Kement a joa a zante o lenn ar Scritur Sacr, ma la-