Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

dro. E joa a greske dre ma tostee e eur diveza ; ma teuas scrupul deza, gat aoun na vise pec’hed deza caout kement a joa ouz ar maro. E govesor, evit lacaat eaz e spered, a zisplicas deza comzou sant Paol : Cupio... esse cum Christo : mal em beuz, emeza, da veza distag, da vont gat Jesus-Christ. Er Verc’hez edo e fizians : I eo, emeza, am c’hasso da velet an Drindet Santel. Ac e pede evit e bried, e vugale, tud e di, e vro, e vignonet, ac evit ar re o doa droug outa. Ur pennadic abars tremen, e choumas da zonjal, eb lavaret comz ebed ouz den, e spered e Doue ; ac e astennas e zorn varzu e govessor a oa eharz e vele, ac ober daou stouic penn evel da zaludi pe da lavaret adie, kenavezo ; ac o leuskel e benn var an tu deou, e tremenas.