Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/138

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

e groaz, ac eben, an Itron Varia a druez. Dirag an daolenn-se, taolenn an Itron Varia a druez, oa maro, nebeud diaraog, ur mab deza ; dirag e vele edo an daolen-se, pa varvas, ha Ferdinand, un tad carantezuz, a lavaras e rancse, en ive, caout an daolen-se diraza ac a-vel deza, pa varvse e-unan. A-vel d’an Itron Yaria a druez e felle cleza mervel, dirac e imach. E gomzou a garantez a dreuze calonou ar re a oa var al leac’h. E sell a oa joauz, laouenuz, e-doare sellou un den joa ar baradoz o vont da bara var e ene, e-doare sellou un den o vont da velet Jesus, funten an oll joaiou. E vouez, pa gomze, a oa dous evel ur vouez o vont da veza unan gant mouez an Elez. Un drugar, un gaer oa e glevet, o lavaret bennoz Doue d’e zervicheurien, d’ar re a oa var e