Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —



Ar Roue Ferdinand


Ferdinand, roue Nabl, maro, e-doare ur zant, e miz Mae 1859, a zo scuer d’an oll. Diouz ar mintin, en deiz ma varvas, e lavaras oa e zeiz diveza var an douar. Un ear joauz a ziscueze, o velet ar maro diraza. Arc’hescob Patrasso a oa var e dro, ha ne gave ket deza e vize ken tost an eur diveza. Ferdinand a lavaras deza prepar an dour benniged, ar rituel, ac an teir goulaouen en doa mired, en aviz ma visent elumed diraza var e dremenvan, goulaouen gouel Mari ar Goulou (Chandelour), goulaouen ar Bez Sacr, ac ini an Itron Varia Loretta ; ac e lacaas diraza diou daolen, unan a ziscueze on Zalver o coueza dindan