Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

ur maro fall n’euz mui a remed. Gouzout a raan e c’hallan mervel da bep mare, e pep leac’h ; hanc c’houzon na peur na peleac’h e vezo ; ac evelato e pec’han, siouaz d’in, eb aoun ebed ! Gortoz evit en em brepar, ar mare diveza ; ia, ac ar mare falla, an diassurra. Cass a raan va buez o teski micherou, ijinou, labourou, meur a seurt skiant, ha ne dizan mui pleustri var ar vella skiant, an ini a zesc mervel e stad vad. Peleac’h ema va feiz ? Va Doue, ho bezit truez ouzin ! Scleraït va spered, ma velin va follentez, crevaït va bolontez vad, ma tistroïn da vad ouzoc’h.

Sonjit, da bep eur : — Un eur all nebeutoc’h etre ar maro ha me. Ur beden bennac bemdez, da Vari ha da Josef, evit caout ur maro mad.