Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

da veza evel ouz sant Josef o tremen, gra evel en d-euz great en e vuez. Josef a vevas paour : guel ha distag out diouz madou an douar. Josef, epad meur a vloaz, keit ha ma lezas Doue aneza, a zalc’has mad atao da zervicha gant joa Jesus ha Mari. Dalc’homp ive d’o enori, ha pedomp anezo bemdez da veza ganeomp ive en eur ar maro, ha ne vezimp ket dilezed ganto neuze.


III


Sonjit e tleit tôler pled mad, d’en em lacaat, a-vrema, e stad da gaout ur maro euruz. Un dra vraz eo, mar d-euz unan, ac eno ema evidoc’h ar Baradoz pe an Ifern. Va buez oll neket re d’en em brepar da gaout ur maro mad. Gouzout a raan, ouz