Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiv

ned avoalc’h, evit ma lacaïnt ar fizians ac ar joa em ene, pa rankin mont va- unan dirag va barner. Me lacaï ur paour bennac da bedi evidon ; me ziouero un dra bennac, ur blizadur bennac, me en em ziezo en ur c’hiz bennac, evit pinijen ; me ielo da goves, da gommunia mar cavan va zu da vont, evit gounid an Induljans vraz. Neket lavared e velfen mui Miz Mari ebed ; diouz ema marteze eo e tigouezo ma vezin saveteed pe golled. Unan bennac, eat d’in d’an Anaoun, marteze meur a ini, a zo var c’hed, o c’hortoz ma tennin anezo eus o foan, o c’hounid Induljansou evito. O ! pebez joa, mar teufe d’in cass unan bennac d’ar Baradoz ! Evit ar pez a zo sur, Mari ne lezo ket eb recompans, an disterra merc a garantez en e c’hever.