Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xv



Santez Roza.


Santez Roza eus Lima e doa ur jardinic e kichen e zi, a laboure e-unan dre ma tize, evit caout bokedou da lacaat dirag imach ar Verc’hez, evel m’oa custum d’ober bep sadorn ed ar bloaz. Ar Verc’hez a ziscuezas ne ree fae ebed var an enor-se, greet dezi gant carantez ur verc’h ouz e mam ; rac, e pep mare bloaz, er goanv coulz ac en anv, ac e creiz an domder vero, e save bokedou en e zammic jardin. Paour oun, eme Roza, ha n’em euz da rei d’ar Verc’hez nemet bokedou. Ia, paour oa e madou an douar ; mes ive, ac a vadou all dezi ! madou an ene ! Ouzpen ar gurunennou roz a gave en e jardin, ac a bet rozenn all, c’hoas caeroc’h, a zestume da lacaat da Vari ! Ac a bet Ave Maria, ac a bet Rozera, ac a binijennou, iûniou ! Gant ar seurt