ienien ac a zroug, evit un dra zister great pe lavared marteze eb sonj ? Perac kement a zroug-prezegerez ? Perac kement a err ac a ast da draou ar bed-ma, ha ken nebeud da draou an Ee ? Kement a nec’h gant afferouigou an douar, ha ken nebeud a zonj eus an affer n’euz nemeti ? Ia, izom avoalc’h em euz da ober Miz Mari, evit sonjal pelloc’h em ene, ac en traou a bado atao. O va Doue, chui zo braz ho madelez, pa roït d’in c’hoas ar miz-ma, miz ar grassou, goude m’am euz great guall- implij eus a veur a ini all, siouaz d’in !
Penaoz e rin va Miz Mari er bloa-ma ? E doare pa ve an diveza d’in. E ober a rin e compaignunez va zud, va mignonet, ac an eil o velet egile, e kersim a-unan varzu an Ee. C’hoant am euz da ober, epad ar miz-ma, pedennou calo-