Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

joa ouz’ ar vertuz caer-se, pa ne zante enna santimant ebed ac a dennse d’ar pec’hed, ker maro oa ar pec’h et enna. (Canisius.)


MIDITA


Ar maro santel


I


Sonjit er c’haonv a reas ar Verc’hez da sant Joseph. Trist e oe o velet o vont diganti an ini a gare, ac a zoutene anizi en e foaniou ; evelato, e leac’h clem ac irvoudi, e soublas a galon da volontez Doue. Petra dalv deoc’h kemeret re a c’hlac’har ac a ran-galon pa varv ho tud ac ar re a ra deoc’h ar muia vad var an douar ? Soublit a-galon da volontez Doue ; anez e crescfec’h ho poan ac e collfec’h ar mirit a zo er boan.