varvas e dad mager… Sant Josef a oa eus lignez ar Roue David. Beza bet choazed gant Doue evit diouall an daou brisiussa tenzor-se, Jesus ha Mari, a zo ur merc sclear oa sant Josef ar pez a lavar aneza ar Scritur ac an Tadou Santel, un den fur, just, an oll vertuziou enna. Pur ha chast e oe bepred, evel ar Verc’hez.
Earedigez ar Verc’hez Vari, ervez santez Berc’het, a roe evel da zantout ur vertuz ker caer, ur zantelez ker braz, ma lekea kement ini a vele anezi da gaout joa en o c’halon ouz vertuz an Elez ; ac eviti da gaout calz a c’hened, ne deue var ar spered, o velet anezi, nemet sonjou da denna d’ar Baradoz. Mar b-oa evelse evit an dud all, mar sentent, o velet Mari, kement a joa ouz vertuz an Elez, ouz ar chastete, sant Josef a zantse en e galon muioc’h c’hoas a