Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —
Doue en em lacaas a-vel diraza, ac a lavaras deza : — Bez dizagrin, Doue en deuz pardoned ac’hanot ; dalc’h-mad atao da veva evel ma rees, me as sicouro, ac ez i d’ar Baradoz. Tolomei neuze a joausaas, ac a varvas e peoc’h, etre divrec’h ar Verc’hez, e-doare ur c’hrouadur e vont da gousket var divrec’h e vam.
————
AR PEMSECVET DERVEZ
————
Maro Sant Josef
Pegeit e vevas ar Verc’hez eb e fried ? Peur eo e collas e fried santel ? Ne ouzer ket d’ar zur. Ervez sant Epifaan, Josef a varvas, pa edo Jesus en e drizecvet bloaz. Re all a laca e oa Jesus tregont vloaz, pa