Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Ma n’oc’h euz tad ebed mui var an douar, nemet muioc’h a ze a vir n’oc’h euz da lavarout : Pater noster qui es in cœlis. On Tad pini zo en Ee... An Tad zo en Ee a entento mad ouzoc’h, mar lacaït enna ar fizians a dle bugale caout en o zad. — Va zad ha va mam a zo eat diganen, eme ar Profed, mes an Aotrou Doue en d-euz va c’hemered ganta.


II


Arvestit Josef o vervel. Caerra maro ! Etre divrec’h Jesus ha Mari ! Jesus ha Mari o entent outa ! Jesus a zoutene aneza ; Mari er c’honsole. Jesus a serras e zaoulagad ; Mari a roas da Zoue e huanad diveza. O ! ac ez eo caer, ac ez eo dous maro ar Zent ! O va ene, pa et euz c’hoant