diganti en Ee, mar digouesse ganta mervel en arme. Vicent a guitaas, a rancas mont d’ar C’hrimee. Ac a bet gueich e rancas eno stourm, evit choum christen. E meur a c’hiz e oe clasked e lacaat da veza fall. Pa vise danjer da goueza er pec’hed, e lavare : Un den consacred d’ar Verc’hez, mont da ober kement all ! Goap a reet aneza, mes e a leze ar goaperez-ze da vont gat an avel. Unan, o veza clasked, endra c’helle, e denna d’an dizurz, eb galloud dont da benn aneza, a glascas e lacaat d’en em ganna outa. — Ne d-aan ket, eme ar zoudard fur, n’on d-euz ket a urz, na te na me, d’en em ganna ; mar bez greet un taol-essa evit kemeret dre nerz Sebastopol, e vezo gueled ac aoun on deuz-ni rag tan ar brezel. E lavar a deuas da vir. An tronoz e oe ar goall-stour-
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/122
Neuz